Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 11:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 11:40
24 Referencias Cruzadas  

Diougan diwar-benn gouelec'h ar mor. Pa dremen arnev ar c'hreisteiz, e teu eus ar gouelec'h, eus ur vro spontus.


O biroù a zo lemm, o holl waregoù a zo stegnet, karnioù o c’hezeg a zo evel mein, rodoù o c'hirri a zo evel un avel-dro,


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


da zistreiñ a rin, hag e lakain ur c'hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc'hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoù bras ha skoedoù bihan, o kregiñ ar c'hleze holl anezho.


Pignat a ri hag e teui evel un arnev, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro, te ha da holl vagadoù ha meur a bobl ganit.


Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.


Roue ar c'hreisteiz, droug ennañ, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn.


Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec'h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras.


Nerzhoù al liñvadenn a vo beuzet a-zirazañ, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev.


Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c'hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c'hreisteiz a yelo d'ar brezel gant un arme vras ha kreñv-meurbet, met ne zalc'ho ket, dre ma vo savet iriennoù en e enep.


Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.


Hag e labouro evel-se a-enep difennoù ar c'hreñvlec'hioù gant un doue estren, ha d'ar re a anavezo anezhañ, e kresko o gloar, o lakaio da ren war galz, hag e lodenno dezho ar vro da c'hopr.


Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c'homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh.


Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.


Toullañ a rez gant da zaredoù penn ar vrezelourien en em daol evel ur barrad-avel evit hor stlabezañ, hag en em laouena evel evit lonkañ ar reuzeudig en o c'hev.


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.


Niver marc’hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù, klevout a ris an niver anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos