En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
Daniel 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreñvaet ec'h eus. |
En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.
E deroù da bedennoù ur gomz a zo deuet er-maez, hag ez on deuet d'he disklêriañ dit, rak ez out ur c'haret-mat. Bez evezhiek ouzh ar gomz ha kompren ar weledigezh.
Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,
Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.
Ar c’hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c’hichen an diskibl a gare, a lavaras d’e vamm: Gwreg, setu da vab.
Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc’h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac’hanout?
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,