Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Te eta va mab, en em greñva er c’hras a zo e Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Deuz eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:1
14 Referencias Cruzadas  

Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos