Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Zakaria 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 8:13
50 Referencias Cruzadas  

Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,


Va dismegañs a zo atav dirazon hag ar vezh a c'holo va dremm,


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Bet omp en dismegañs d'hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.


setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegañs.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,


me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.


Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec'het, hon esperañs a zo kollet. Fin 'zo deomp!


Bez' e vi un dismegañs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoù a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioù a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoù fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.


Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec'het a-enep dezhañ.


Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.


En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhañ.


En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiñ, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.


Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.


hervez an emglev am eus graet ganeoc'h pa'z oc'h aet er-maez eus an Ejipt, ha va Spered a chom en ho kreiz. N'ho pet ket aon!


Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.


An dud a vo o chom enni ha ne vo ken a zistruj, met Jeruzalem a chomo e surentez.


evel-se em eus divizet er c'hontrol, en deizioù-mañ, ober vad da Jeruzalem ha da di Juda. N'ho pet ket aon!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.


Rak stegnañ a ran Juda evel ur wareg, leuniañ a ran Efraim, me a savo da vibien, o Sion, a-enep da vibien, o Javan! Ober a rin dit bezañ heñvel ouzh kleze un den nerzhus.


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.


hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.


E-touez an holl bobloù ma kaso an AOTROU ac'hanout en o c'hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos