Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.
Daniel 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi. |
Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.
Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.
pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,
Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.
Ar plac'h yaouank a blijas dezhañ hag a gavas gras dirazañ. Hastañ a reas reiñ dezhi ar pezh a oa ret evit en em gempenn hag evit he bevañs. Hag e roas dezhi seizh plac'h yaouank dibabet e ti ar roue, hag he lojañ a reas gant ar seizh plac'h yaouank-se er gwellañ lec'h eus ti ar gwragez.
Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va gloar en dismegañs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou? Ehan
Penn ar spazhidi a lavaras da Zaniel: Aon am eus rak ar roue va mestr, rak urzhiet en deus ar pezh a zebrot hag ar pezh a evot. Perak eta e welfe ho tremmoù morlivet muioc'h eget re an dud yaouank a oad ganeoc'h, hag e lakafec'h va fenn en riskl e-keñver ar roue?
Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.