Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ar plac'h yaouank a blijas dezhañ hag a gavas gras dirazañ. Hastañ a reas reiñ dezhi ar pezh a oa ret evit en em gempenn hag evit he bevañs. Hag e roas dezhi seizh plac'h yaouank dibabet e ti ar roue, hag he lojañ a reas gant ar seizh plac'h yaouank-se er gwellañ lec'h eus ti ar gwragez.

Ver Capítulo Copiar




Ester 2:9
12 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.


Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.


pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,


an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.


hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.


Pa errue gant pep plac'h yaouank an dro da vont da gavout ar roue Asueruz, goude bezañ graet hervez al lezenn e-pad daouzek miz, rak evel-se en em rae deizioù o c'hempennadur, c'hwezh miz gant eoul mir, ha c'hwec'h miz gant c'hwezhioù-mat hag ezañsoù a bep seurt evit gwragez,


ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.


Pa welas ar rouanez Ester en em zalc'he war al leurenn, houmañ a gavas gras dirazañ. Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour a oa en e zorn. Ester a dostaas hag a stokas ouzh penn ar vazh.


Lakaet en deus anezho da gavout truez e-kichen an holl re o dalc'he er sklavelezh.


Pa blij d'an AOTROU hentoù un den, e sioula en e geñver zoken e enebourien.


Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos