Daniel 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.
Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.
Ar roue a roas dezho ul lodenn bemdeziek eus meuzioù ar roue hag eus ar gwin a eve, evit ma vefent desavet e-pad tri bloaz, ha ma en em zalc'hfent dirak ar roue goude-se.
Met an hini a chom start en e galon, an hini n’eo ket rediet met a zo er c’hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc’h gwerc’h, a ra mat.