La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Apocalyps 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

hag euz ar moged‐se e teuaz killeienraden pere a zeuaz da c’holo an douar; ha roet e oe dezhe eur galloud henvel ouz galloud ar scorpioned euz an douar.

Ver Capítulo



Apocalyps 9:3
16 Referencias Cruzadas  

Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.


Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.


Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.


Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.


Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.


Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.


Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.


Eno an tan a lonko ac'hanout, ar c'hleze az lazho, debriñ a raio ac'hanout evel ar biskoul. Liesa evel ar biskoul, liesa evel ar c'hilheien-raden.


Da briñsed a zo evel kilheien-raden, ha da bennoù evel ur goabrennad kilheien-raden, en em laka war ar girzhier en amzer yen; pa sav an heol e tec'hont kuit, ha n'anavezer ken al lec'h m'emaint.


Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h.


en deus lakaet ac'hanout da gerzhout er gouelec'h bras hag euzhus-se, leun a naered gwrezus hag a gruged, e lec'hioù sec'h hep dour, en deus lakaet dour da zont er-maez eus ar roc'h evidout, eus ar rec'hell,


Roet e voe dezho ar galloud, nann d’o lazhañ, met d’o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c’hrug pa flemm un den.


Ar c’hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez’ e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud.


Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.