Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
Apocalyps 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl. |
Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ.
Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.
E splannder a zo evel ar sklêrijenn, bannoù a strink eus e zaouarn, eno eo kuzhet e nerzh.
Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
An arroud eus ar Skritur a lenne a oa hemañ: Kaset eo bet d’al lazherezh evel un dañvad hag, evel un oan mut dirak an hini en touz, n’en deus ket digoret e c’henoù.
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.
Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.
Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.
Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.
Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.
Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoù a zo enno, a lavare: D’an hini a zo azezet war an tron ha d’an Oan, ra vo ar veuleudi, an enor, ar gloar hag an nerzh, e kantvedoù ar c’hantvedoù!
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.
hag e lavarjont d’ar menezioù ha d’ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac’hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.