Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 5:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 5:6
35 Referencias Cruzadas  

ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher;


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


hag o velet Jesus o vale, e lavaraz: Setu aze Oan Doue.


Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he‐man: Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou.


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.


Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion.


Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Hag ar pevar aneval a lavare: Amen. Hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken.


hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos