Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Apocalyps 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n’out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Anaoud a ran da oberou; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom‐bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe tom‐bero! |
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.
Efraim a zo en em vesket gant ar pobloù. Efraim a zo evel ur wastell n'eo ket bet troet.
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,
Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujañ hag evit mirout va gourc'hemennoù, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.
Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.