Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
Apocalyps 21:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a drec’ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a drec’ho, a herito pep tra; ha me a vezo he Zoue, hag hen a vezo va mab. |
Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.
Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,
Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.
O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.
Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.