Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:14
24 Referencias Cruzadas  

Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!


Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoù ar varnedigezh,


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Eürus ar re a zegas ar peoc’h, rak bugale Doue e vint galvet!


Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,


Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue,


Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.


Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.


Hag e c’hoarvezo penaos el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho: C’hwi n’oc’h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev.


da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.


Me a vo tad deoc’h hag e viot mibien ha merc’hed din, eme an Aotrou holl-c’halloudek.


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


evit dasprenañ ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac’hanomp e advibien.


Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Mar d-oc’h renet gant ar Spered, n’oc’h ket didan al lezenn.


o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.


An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.


An hini a drec’ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos