Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.
Apocalyps 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket. |
Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.
Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoù?
Eno ho po soñj eus hoc'h hentoù hag eus hoc'h holl oberoù hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoù ho po graet.
Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.
Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.
Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioù kozh hag evel er bloavezhioù a-wechall.
Distreiñ a raio kalon an tadoù etrezek ar vugale, ha kalon ar vugale etrezek o zadoù, gant aon na zeufen da skeiñ war ar vro e-doare ar berz.
ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c’hantolor, hag e ro sklêrijenn d’an holl dud an ti.
Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all.
hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.
Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!
Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,
Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n’o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.
Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc’husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d’ar re gentañ.
Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c’hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec’h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n’int ket, hag ec’h eus kavet anezho gaouiat.