Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag‐se, breudeur muia‐karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 3:17
26 Referencias Cruzadas  

Ya, en aner eo e stegner ar roued dirak daoulagad kement holl en deus eskell,


Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?


Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.


Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.


Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.


Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc’hidi.


Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc’h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


En em ziwall ivez outañ rak gwall stourmet en deus ouzh hor gerioù.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c’houzañv an hevelep poanioù.


ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos