Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:5
34 Referencias Cruzadas  

C’houi a zo sclerijen ar bed: eur gear diazezet var eur menez na hell ket beza kuzet;


ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boczel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti.


Petra a rai eta aotrou ar winien? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien‐ze, hag e roio ar winien da dud all.


hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.


Dond a rai, hag e lako al labourerein‐ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all. Ar Judevien, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: Doue ra viro na c’hoarvezfe kement‐se!


Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e‐meaz euz ar c’hras.


evit ma viot direbech, heb tarch e‐bed, bugale da Zoue, didamal e‐kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez;


Hogen, ho pezit sonj euz an deiziou kenta, en pere, goude beza bet sclerijennet, hoc’h euz dalc’het pen da eur gombat vraz a boaniou;


Rag‐se, breudeur muia‐karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder.


Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar,


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou‐ze; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.


Distro eta; anez me a zeuio d’az kavoud hep‐dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou.


Anaoud a ran da oberou, da garantez, da zervich, da feiz, ha da batianted; ha gouzoud a ran ema da oberou diveza en tu‐all d’az re genta.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos