Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Filipiz 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 evit ma viot direbech, heb tarch e‐bed, bugale da Zoue, didamal e‐kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:15
42 Referencias Cruzadas  

Eno eo savet an tronioù evit ar reizhder, an tronioù evit ti David.


Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


Holl c'herioù va genoù a zo hervez ar wirionez, n'eus enno netra diwir na touellus.


Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.


Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.


Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.


Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.


evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.


Bezit eta peurvat evel ma’z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.


Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.


Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.


Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.


evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.


Int a zo en em vreinet, ur vezh eo! E vibien a zo ur rummad diroll ha fall.


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


heskiner an Iliz e-keñver ar gred, divlam e-keñver reizhder a zo el lezenn.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d’o servij mar d-int divlam.


Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


Kroz dirak an holl ar re a bec’h, evit m’o devo ar re all aon ivez.


Kemenn dezho an traoù-se evit ma vint divlam.


mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d’ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh.


da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver.


Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.


Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos