pa gasas a-enep dezho tan e gounnar, an erez, ar fulor, an anken, o tichadennañ ur bagad kannaded a walleur.
Apocalyps 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un emgann a c’hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a‐enep an aerouant; hag an aerouant a gombatte gant he elez. |
pa gasas a-enep dezho tan e gounnar, an erez, ar fulor, an anken, o tichadennañ ur bagad kannaded a walleur.
Rak va c'hleze a zo mezviet en neñvoù, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn.
Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.
Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.
Koulskoude disklêriañ a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoù-se, nemet Mikael ho penn.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.
Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.
ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,
A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.
Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,
Hogen Mikael an arc’hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c’hourdrouzo an Aotrou ac’hanout!
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Roet e voe dezhañ ar galloud d’ober brezel ouzh ar sent ha d’o zrec’hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.
Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.