Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 12:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a‐enep an aerouant; hag an aerouant a gombatte gant he elez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Un emgann a c’hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:7
23 Referencias Cruzadas  

Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;


Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez?


Ha gant aoun ne deujen d’en em zevel re huel, abalamour d’am revelationou kaer meurbed, ez euz bet lakeat d’in em c’hig eur broud, eun eal euz a Satan, da ober mêz d’in, evit harz ac’hanoun d’en em huellaad.


Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.


ha ma rofe deoc’h‐hu pere a zo afflijet, ar repos ganeompni, pa zeuio an Aotrou Jesus‐Christ euz an env gant elez he c’halloud, e‐kreiz flammoutan,


Rag, pa’z eo gwir e felle d’an hini, evit pehini ha dre behini ema an holl draou, digas kalz a vugale ebarz er gloar, deread e oa dezhan renta parfet, dre ar souffransou, ar Prins euz ho zilvidigez.


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz; mes lavaret a reaz: Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud.


Hag elez an aerouant ne oent ket arc’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation.


hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos