Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.
Amoz 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue. |
Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.
An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.
Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.
Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
Skoet em eus warnoc'h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoù, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c'hilheien-raden. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.
Hag e tiskouezas din kement-mañ: Setu an Aotrou en em zalc'he an e sav war ur voger graet diouzh al linenn, hag en e zorn e oa ul linenn.
Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.