Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez.
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet.
An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.
Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.