Bremañ, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet,
Amoz 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav. |
Bremañ, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet,
setu e paeont ac'hanomp en ur zont da gas ac'hanomp kuit eus da hêrezh, ac'h eus hol lakaet da berc'hennañ.
AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!
Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoù am eus krouet.
An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.
Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob,
Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.
Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;