Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Kas a rin e Teman un tan a lonko palezioù Bozra.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 1:12
14 Referencias Cruzadas  

Mibien Elifaz a voe Teman, Omar, Zefo, Gaetam ha Kenaz.


Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.


Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.


Rak va c'hleze a zo mezviet en neñvoù, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn.


Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.


Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.


Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus.


Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!


Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?


evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.


Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!


Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran.  Ehan  E Veurded a c'holo an neñvoù, hag e veuleudi a leugn an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos