An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.
Izaak a grenas gant un trid-kalon hag a lavaras: Piv eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din? Debret em eus a bep tra a-raok ma teujout, hag em eus e venniget hag e vo benniget.
Lavarout a reas din: Setu amañ, e lakain ac'hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoù, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.
Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.
O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?
Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?
ha nemet ouzh da dadoù eo, en em stagas an AOTROU evit o c'harout. War o lerc'h, a-douez an holl bobloù, dibabet en deus ac'hanoc'h, o lignez, evel m'emañ hiziv.
Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue.
Dre m'en deus karet da dadoù, en deus dibabet o lignez war o lerc'h hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit eus an Ejipt dirazañ e-unan dre e c'halloud bras,