Hag eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez.
Adlezenn 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek! |
Hag eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez.
Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.
Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.
Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
Lezenn an AOTROU a zo peurvat, adsevel a ra an ene. Testeni an AOTROU a zo sur, reiñ a ra furnez d'ar re sempl.
Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.
Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.
An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.
Ar furien a zo mezhek, spouronet ez int ha tapet, rak taolet o deus kuit komz an AOTROU. Ha pebezh furnez o deus?
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi.
E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.
Beltshazar, penn an hudourien, evel ma ouzon emañ spered an doueoù santel ennout ha n'eus netra kuzhet diaes dit, setu gweledigezhioù va huñvre ha lavar din an disklêriadenn anezho.
An holl vroadoù a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoù.
e lavaras dezho: Lakait ho kalonoù da virout an holl gomzoù a bedan ac'hanoc'h hiziv da gemenn d'ho mibien, evit ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.
Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.
Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.