An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da'z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac'hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d'an AOTROU .
Adlezenn 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a gomzas a-greiz an tan; klevet hoc'h eus ur vouezh a gomze hep gwelout skeudenn ebet, klevet hoc'h eus ur vouezh hepken. |
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez in da'z kavout e tevder ar goabrenn, evit ma klevo ar bobl pa gomzin ouzhit ha ma kredint ac'hanout ivez da viken. Moizez a lavaras komzoù ar bobl d'an AOTROU .
An AOTROU a lavaras da Voizez: Kement-se a lavari da vibien Israel: Gwelet hoc'h eus em eus komzet ouzhoc’h eus an neñvoù.
Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.
Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;
Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.
Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec’h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù.
Hag e skrivas war an taolennoù ar pezh en doa skrivet ar wech kentañ, an dek komz en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg. An AOTROU o roas din.
Tostaet oc'h d'en em zerc'hel e traoñ ar menez. Ar menez a zeve gant tantezioù betek kreiz an neñv, hag e oa teñvalijenn, koumoul ha dic'houloù.
Hag e roas da glevout e emglev, a c'hourc'hemennas deoc'h da virout: an dek gourc'hemenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen.
Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoù, peogwir n'hoc'h eus gwelet skeudenn ebet e deiz ma komzas an AOTROU ouzhoc'h en Horeb a-greiz an tan,
Hag-eñ ez eus bet ur bobl o klevout mouezh Doue o komz a-greiz an tan evel ma ec'h eus klevet, hag a vefe chomet bev?
Eus an neñvoù en deus graet dit klevout e vouezh evit da gelenn, war an douar en deus diskouezet dit e dan bras; klevet ec'h eus e gomzoù a-greiz an tan.
An AOTROU a lavaras ar c'homzoù-se d'an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c'houmoul hag an deñvalijenn, dre ur vouezh kreñv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.
An AOTROU a roas din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno e oa an holl gomzoù en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg.
nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,