La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 32:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Neñvoù, roit ho skouarn, hag e komzin! Douar, selaou gerioù va genoù!

Ver Capítulo



Adlezenn 32:1
12 Referencias Cruzadas  

D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.


Gervel a ra an neñvoù eus an nec'h, hag an douar evit barn e bobl:


Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.


Tostait, broadoù, da selaou! Ha c'hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ!


Neñvoù, bezit souezhet a gement-mañ, spouronit gant euzh, bezit gwall c'hlac'haret, eme an AOTROU.


O douar, douar, douar! Selaou komz an AOTROU!


Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.


Kemer a ran hiziv an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,


Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.


Dastumit davedon holl henaourien ho meuriadoù hag hoc'h ofiserien, hag e lavarin ouzh o divskouarn ar c'homzoù-mañ, hag e kemerin an neñvoù hag an douar da dest en o enep.


Moizez a lavaras ouzh divskouarn holl vodadenn Israel komzoù ar c'hantik-mañ, betek an diwezh:


e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.