Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
Adlezenn 31:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a lavaras ouzh divskouarn holl vodadenn Israel komzoù ar c'hantik-mañ, betek an diwezh: |
Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
Rak n’eo ket ac’hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c’haset, en deus gourc’hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.
Moizez a zeuas hag a zisklêrias holl gomzoù ar c'hantik-mañ e divskouarn ar bobl, ha Jozue mab Nun a oa gantañ.
Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.
Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d’ar pezh a dlee bezañ lavaret,