Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d’ar pezh a dlee bezañ lavaret,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset;

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 3:5
35 Referencias Cruzadas  

Desket ec'h eus dezho da sabad santel, ha kemennet gourc'hemennoù, reolennoù hag al lezenn dre Voizez da servijer.


Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.


Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.


Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.


N'emañ ket evel-se gant va servijer Moizez, feal eo em holl di.


Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?


Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.


Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.


Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac’hanon.


O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.


Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc’h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.


Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ,


A-hend-all, ar pezh a c’houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.


Aotrou AOTROU, kroget ec'h eus da ziskouez da'z servijer da vraster ha da zorn kreñv, rak pehini eo an doue, en neñv ha war an douar, a c'hellfe seveniñ oberennoù ha burzhudoù heñvel ouzh da re?


Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


a zo bet feal d’an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh.


Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue.


hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d’ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.


Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,


ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.


Moizez va servijer a zo marv. Bremañ sav, tremen ar Jordan-mañ, te hag an holl bobl-se, evit mont er vro a roan da vibien Israel.


En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.


evel m'en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU da vibien Israel, hag evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez. Un aoter savet gant mein diaoz e oa, ha ne oant ket bet stoket outo gant an houarn. Profañ a rejont warni loskaberzhoù d'an AOTROU , hag e kinnigjont aberzhoù a drugarekadennoù.


Hag holl Israel, e henaourien, e ofiserien, e varnerien, en em zalc'he a bep tu d'an arc'h, dirak an aberzhourien, al Levited, a zouge arc'h emglev an AOTROU , an diavaezidi evel an henvroidi, un hanter anezho ouzh kostez Menez Gerizim hag un hanter all ouzh kostez Menez Ebal, evel m'en doa gourc'hemennet diagent Moizez servijer an AOTROU , evit bennigañ pobl Israel.


Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos