Adlezenn 28:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoù reiñ dit. |
An AOTROU en deus touet ar wirionez da Zavid, ha ne zislavaro ket: Lakaat a rin war da dron frouezh da gof.
me a sello ouzhoc’h, me a raio deoc’h frouezhus hag a lakaio ac’hanoc’h da greskiñ, hag e virin va emglev ganeoc’h;
Setu, lakaet em eus ar vro dirazoc'h, kit ha dalc'hit ar vro en doa touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak, da Jakob ha d'o lignez war o lerc'h.
Benniget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar ha frouezh da loened, klodadoù da saout ha da zeñved.
An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoù,
Da garout a raio, da vennigañ ha da greskiñ, bennigañ a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoù da saout ha da zeñved, war an douar en deus touet da'z tadoù reiñ dit.