An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.
Adlezenn 18:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hervez kement az poa goulennet digant an AOTROU da Zoue en Horeb da zeiz ar vodadeg, pa lavarjout: Ra ne glevin ken mouezh an AOTROU va Doue ha ra ne welin ken an tan bras-se, gant aon na varvin. |
An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.
Hag e lavarjont da Voizez: Komz ouzhimp te da-unan, ha ni a selaouo, met ra ne gomzo ket Doue ouzhimp gant aon na varvimp.
Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.
An AOTROU hon Doue a gomzas ouzhimp en Horeb hag a lavaras: A-walc'h oc'h chomet er menez-mañ.
Hag e skrivas war an taolennoù ar pezh en doa skrivet ar wech kentañ, an dek komz en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg. An AOTROU o roas din.
An AOTROU a roas din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno e oa an holl gomzoù en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg.
nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,