Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.
Adlezenn 17:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hemañ a vo gantañ hag e lenno ennañ holl zeizioù e vuhez, evit ma tesko doujañs an AOTROU e Zoue, o virout holl gomzoù al lezenn-mañ hag e holl reolennoù hag oc'h ober diouto. |
Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.
Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac’hanon.
Lakait eta va c'homzoù-mañ en ho kalon hag en hoc'h ene, ereit anezho evel un arouez war ho taouarn, hag e vint evel talgenoù etre ho taoulagad,
Az pez soñj eus an deiz ma en em zalc'hjout dirak an AOTROU da Zoue en Horeb, pa lavaras an AOTROU din: Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c'homzoù evit ma teskint doujañ ac'hanon e-pad an holl zeizioù ma vevint war an douar hag evit ma henn kelennint d'o mibien.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.
Ra ne bellaio ket al levr-mañ eus al lezenn diouzh da c'henoù, prederiañ a ri warnañ deiz ha noz, evit ober diouzh kement a zo skrivet ennañ, rak neuze e ri tro-vat ez hent, ha neuze e ri berzh.