Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
Adlezenn 15:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout evel m'en deus lavaret, hag e presti da galz a bobloù, n'ampresti ket, te a vestronio kalz a bobloù, ne vestrognint ket ac'hanout. |
Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
Ren a rae war an holl vroioù a oa en tu-mañ d'ar stêr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mañ d'ar stêr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.
Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak ar pezh a vennigez, AOTROU , a zo benniget da viken.
Hag e rene war an holl rouaned adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt.
Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.
Neuze ec'h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neñvoù ec'h eus o c'hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec'h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.
Ar pinvidig a reno war ar beorien, hag an hini a amprest a vo servijer an hini a brest.
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag oc'h ober diouto.