Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.
Adlezenn 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Karout a reot an diavaeziad, rak diavaezidi oc'h bet e bro Ejipt. |
Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.
He lodennañ a reot dre ar sord, evidoc'h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez' e vint evidoc'h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hêrezh ganeoc'h e-touez meuriadoù Israel.
Hag e roiot d'an diavaeziad e hêrezh er meuriad a vo o chom ennañ, eme an Aotrou AOTROU.
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;