2 Samuel 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.
Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,
Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.
Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.
Mont a reas David ac'hane da Vizpe e Moab. Hag e lavaras da roue Moab: Mar plij, ra zeuio va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na vo gwelet petra a raio Doue ganin.