Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:27
21 Referencias Cruzadas  

Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz.


Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.


Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.


Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.


An AOTROU a startaas ar rouantelezh etre e zaouarn, hag holl Juda a zegase profoù da Jozafad, hag en doe pinvidigezhioù ha gloar e-leizh.


Ar re a glask va buhez a stegn antelloù din, ar re a glask va foan a gomz a zistruj, hag a-hed an deiz ec'h ijinont touelloù.


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


Na daol ket evezh eta ouzh an holl gomzoù a vez lavaret, gant aon na glevjes da servijer o troukkomz diwar da benn.


Met int a davas ha ne respontjont ket ur ger dezhañ, rak ar roue en doa urzhiet-se o lavarout: Ne respontot ket dezhañ.


O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.


Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Hag ar bobl a lavaras da Samuel: Piv a lavare: Ha ren a raio Saül warnomp? Roit deomp an dud-se, hag o lakaimp d'ar marv.


Saül a lavaras: Den ne vo lakaet d'ar marv en deiz-mañ, rak hiziv en deus graet an AOTROU un dieubidigezh en Israel.


Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab.


Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU .


Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos