Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 14:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:47
17 Referencias Cruzadas  

An hini henañ a c'hanas ur mab hag en galvas Moab. Hemañ eo tad ar Voabiz betek hiziv.


An hini yaouankañ ivez a c'hanas ur mab hag en galvas Ben-Ammi. Hemañ eo tad an Ammoniz betek hiziv.


Setu lignez Ezaü, a zo Edom.


Ar re-se eo mibien Ezaü ha setu o pennoù-bras. Eñ a zo Edom.


Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom.


Gwareg Jonatan ne zistroe gwech ebet hep bezañ livet gant gwad ar c'hloazidi ha lard ar re greñv, ha kleze Saül na zistroe ket dinerzh.


Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


David a drec'has ivez Hadadezer mab Reob, roue Zoba, pa'z eas da adlakaat e harzoù etrezek ar stêr Eufratez.


Doue a savas c'hoazh un enebour da Salomon, Rezon mab Eliada, a oa tec'het eus e vestr Hadadezer roue Zoba.


Hogen an AOTROU n'en doa ket divizet diverkañ anv Israel a-zindan an neñvoù, hag evel-se e tieubas anezho dre zaouarn Jeroboam mab Joaz.


He bremañ setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.


Saül en doa renet ur bloaz. Ha p'en doe renet daou vloaz war Israel,


Saül a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag ar Filistined a yeas d'o lec'h.


E-pad holl amzer Saül, e voe brezelioù garv a-enep ar Filistined. Pa wele Saül ur brezelour kalonek, en kemere en e gichen.


En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos