Bremañ degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.
2 Samuel 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù. |
Bremañ degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.
David hag holl Israel a zañse dirak Doue a holl nerzh, gant kanaouennoù, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant simbalennoù ha gant trompilhoù.
Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.
Te, o roue, ac'h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, a dlefe stouiñ hag azeuliñ an delwenn aour,
Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?
kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.
Ra gomzo an aotrou; da servijerien, a zo dirazout, a glasko un den a ouezo c'hoari gant an delenn. Pa zeuio warnout ar spered fall a-berzh Doue, e c'hoario gant e zorn, hag e vi diboaniet.