Perak ez out aet kuit e kuzh, ec'h eus va zouellet ha ne'c'h eus ket kemennet ac'hanon? Ambrouget em bije ac'hanout gant levenez ha gant kanaouennoù da son an taboulinig hag an delenn.
David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez.
Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.
Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c’hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.