Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Evañ a reont gwin e kiboù bras, en em oleviñ a reont gant ar gwellañ c'hwezhioù-mat, ha n'int ket glac'haret gant dismantr Jozef.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 6:6
18 Referencias Cruzadas  

Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroù o deus goloet ar voger.


En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.


Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.


Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec'h evont e ti o doueoù gwin ar re gondaonet.


Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!


Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c’hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c’hwezh an traet-se.


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


Na gendalc’h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da’z stomok ha da’z tiaezamantoù stank.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos