Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 16:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ra gomzo an aotrou; da servijerien, a zo dirazout, a glasko un den a ouezo c'hoari gant an delenn. Pa zeuio warnout ar spered fall a-berzh Doue, e c'hoario gant e zorn, hag e vi diboaniet.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 16:16
10 Referencias Cruzadas  

Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.


Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!


Bremañ degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.


Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.


Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhañ.


Servijerien Saül a lavaras dezhañ: Setu, ur spered fall a-berzh Doue a drubuilh ac'hanout.


Saül a lavaras d'e servijerien: Kavit din eta un den a oar c'hoari mat, ha degasit-eñ din.


Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.


Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos