2 Samuel 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.
Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
Ha kement-se a voe lavaret da Zavid, a gasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.
Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.
Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.
hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc'h ha ra varno! Lakaet hoc'h eus ac'hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c'hleze en o dorn evit hol lazhañ.
Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.
He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
Ne voe den hag he dieubas, rak pell e oa diouzh Sidon ha n'he doa ket a zarempredoù gant tud all. Bez' e oa en draonienn en em astenn war-zu Bet-Reob. Hag ec'h adsavjont kêr, hag e chomjont enni.
Evel-se holl Israel a glevas lavarout: Saül en deus kannet gwarded ar Filistined, ha zoken Israel a zo deuet kasaus evit ar Filistined. Ar bobl en em vodas e-kichen Saül e Gilgal.