Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.
Mibien Ammon a yeas er-maez hag en em renkas evit an emgann a-dal d'an nor. Hag ar Siriz eus Zoba hag eus Reob, ha tud Tob ha Maaka a oa a-du war ar maez.
E-pag ma kinnige Absalom aberzhoù, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gêr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiñ e-kichen Absalom.
Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.
Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.