Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Dastumet en doa tud a-enep dezhañ, hag e oa penn ur strollad pa lazhas David anezho, hag ez ejont da Zamask, hag e chomjont eno, hag e renjont.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:24
12 Referencias Cruzadas  

Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.


Hag ar Siriz a dec'has dirak Israel. David a zistrujas seizh kant karr, ha daou-ugent mil marc'heger. Skeiñ a reas ivez war Shobak penn o arme, a varvas eno.


Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.


Mibien Ammon a yeas er-maez hag en em renkas evit an emgann a-dal d'an nor. Hag ar Siriz eus Zoba hag eus Reob, ha tud Tob ha Maaka a oa a-du war ar maez.


David a drec'has ivez Hadadezer mab Reob, roue Zoba, pa'z eas da adlakaat e harzoù etrezek ar stêr Eufratez.


Hemañ a voe enebour da Israel e-pad holl amzer Salomon, ouzhpenn an droug a rae Hadad. Kasaat a reas Israel, hag e renas war Siria.


Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:


Hag an AOTROU a lavaras dezhañ: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria.


Ben-Hadad a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit en-dro ar c'hêrioù en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoù dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantañ, hag en lezas da vont kuit.


Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, ar pezh a reas hag e gurioù er brezel evit adc'hounit Damask hag Hamad, hag a oa da Juda, evit Israel; kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?


Elizea a yeas da Zamask. Ben-Hadad roue Siria a oa gwall glañv, hag e voe lavaret dezhañ: Den Doue a zo deuet betek amañ.


hag a c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos