E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.
2 Pêr 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) gant ar biete ar garantez a vreur; ha gant ar garantez a vreur ar garantez. |
E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.
Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,
Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.