2 Pêr 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E kement-se eta, degasit hoc’h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c’houiziegezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evel‐se, o lakaad hoc’h holl boan d’hen ober, unanit assambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar wiziegez; |
Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c’hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d’ar re a zo amañ tremen aze ne c’hellfent ket, kennebeut ha d’ar re a zo aze dont d’hor c’havout-ni.
Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma’z eo c’hoarvezet an traoù-se.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,
Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,
Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.
En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.
Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,
hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.