1 Yann 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n’en deus ket Mab Doue n’en deus ket ar vuhez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n’hen deuz ket ar vuez. |
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.
Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.