Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Yann 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.

Ver Capítulo Copiar




2 Yann 1:9
15 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.


evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.


Neuze Jezuz a lavaras d’ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc’hit em ger, emaoc’h e gwirionez va diskibien.


Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.


Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.


da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.


Skrivet em eus d’an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac’hanomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos