Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Ha setu aman an desteni: Doue hen deuz roet deomp ar vuez eternel; hag ar vuez‐ze a zo en he Vab.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 5:11
37 Referencias Cruzadas  

Hag ar re-mañ a yelo er c’hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.


Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?


Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.


Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n’o lamo eus va dorn.


Hag anavezout a ran penaos e c’hourc’hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m’en deus an Tad o lavaret din.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.


Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria.


Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.


Rak, evel m’en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d’ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.


Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus,


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d’ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.


E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.


an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Rak bez’ ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan.


An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.


Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos