Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ, deoc’h-c’hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc’h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c’hellot krediñ en anv Mab Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 An traou‐man em euz scrivet deoc’h‐hu pere a gred en hano Mab Doue, evit ma c’hellot gouzoud hoc’h euz ar vuez eternel, hag evit ma credot en hano Mab Doue.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 5:13
26 Referencias Cruzadas  

Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,


E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.


An hini a gred ennañ n’eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d’an den-mañ ar yec’hed peurvat-se dirazoc’h holl.


N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Hag e skrivomp deoc’h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez.


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


N’em eus ket skrivet deoc’h dre ma n’anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma’c’h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac’hanoc’h.


Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.


E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.


an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.


Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos